Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
323


Renod.

Ampereur Charlamagn, mar dòn deut ho pete,
Ez ê, m’en assur dêc’h, dre va libr volonte ;
Rac me zònje penos voac’h en em rezolvet
Da vea resonabl ; mes me vel n’en doc’h qet.
Bertelot a lazis, m’en anzao franchamant,
Nonpas dre drahison, mes en güir den vaillant ;
Ha mar deus den abet a ve qen hardi ze
Da zont d’am accusi eus eur seurt lachete,
Me zo prest da lacat va c’horf en abandon
Da venteni penos ne ris qet trahison.

Charlamagn.

Grêt ec’h eus trahison, n'eus qet a excuzou.

Renod.

Disvarnomp eta ze dre effort hon armou.

Charlamagn.

Hac a rayomp, Renod, m’er promet dêc’h ervat.

Renod.

Piou a rayo-ta, Sir, ganén-me ar gombat ?

Charlamagn.

Me va-unan, Renod, mar plij an dra-ze dêc’h,
Rac ne bretantàn qet cedi ar plaç ganêc’h.

Roland.

Oh ! Sir, me ho suppli gant pep civilite,
Me ho ped da cedi ganén ar gombat-se.

Renod.

Me ne refusàn den ebars va c’hombatjou :
Me ya da Vontoban da guerc’hat va armou.

Charlamagn.

Piou vo ho cotion qent mac’h eot en hent ?

Oger.

Ato ni hor pêvar ; contit varnomp hep fent.

Renod.

Nebon me zistroyo, na vezit qet en poan.

Roland.

Ni a gred se, Renod ; rac-se, hastit buan.

Sortial a reont.