Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318


Nêm.

Estranch ê lavaret peguement eus a c’hoant
Hon eus bet da gousqet ebars en eun instant !
Lavarit din, c’houi, Sir, pelec’h e màn Mogi.

Charlamagn.

Pelec’h emàn eta ? Piou er goar coulz ha c’houi ?
Cetu amâ, Duc Nêm, eur c’hoari gaer grêt demp !
Mogis zo achappet o qimiadi ganemp.
Ma carjac’h dec’h da nôs va lezel d’e grouga,
Ne voamp qet infamet er feçon-màn gantâ.

Roland.

Delivret oc’h eus-àn ? Lavarit din, Oger.

Oger.

Ne meus qet, m’en toùe, en fe a Chevalier.

Charlamagn.

N’en em sourciàn qet pelec’h ê achappet ;
C’houi rànco ê renta, p’oc’h eus cotionet.

Roland.

Ententit, Charlamagn, poc’h eus güelet Mogi
O vonet en e rout, oc’h qer coupapl ha ni ;
Rac certen, ma carjac’h bea hon difunet,
Ni hor bije buan aneàn arrêtet.

Ar Baronet a zell an eil ouz eguile.


Salomon.

Cetu grêt gant Mogis eun tol a zo subtil :
Biscoas den ne velas qement hac én habil.

Nêm.

Lavarit, Salomon, pelec’h màn ho cleze.

Salomon.

Nac hoc’h hini, Duc Nêm, lavarit din ive.

Richard a Normandi.

Ra vo gant an diaoul, ar grougaden sorcer,
Rac cetu êt gantàn ive hor c’hlezeyer.

Charlamagn.

Ha me, pelec’h e màn ive va c’hurunen ?
Êt ê ive gantàn !... Oh ! pebes diaoul den !