Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/327

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
317

Me rêy sur da Charles hirrât e vuzellou.
Qercoulz marc’hat em bo e cass calz vel nebeut :
Grêt vin gouscoude laer ; ha pa òn deut òn deut ;
Hac evit peden grac’h ne goe cos forn abet,
Na ne deu a gorf den ar bara rebechet.
Arabat e vane Roue, Prinç, na Baron,
Na vint participant oll ebars en tricon.

Qemer a ra curunen ar Roue ha clezeyer
an Tadou a Franç .


Bremàn pa meus din-me nombr bras a glezeyer,
Ha curunen Charles, e zàn prest d’am affer.
Alôn, couraj, Mogis. Ah ! pebes chenchamant !
Cede te curunet ebars en eun instant.

Posi ra ar gurunen var e benn ; tostât a ra
d’ar Roue hac e heurt aneàn.


Me ya em rout, Charles, Roue demeus a Franç,
Mes ne bretantit qet ober cos ignoranç
Penos e ven qüittêt hep qemeret cònje.
Me zo ho servicher : qen a vo-ta goude.
Teulit ple gouscoude ne chomfac’h reir cousqet :
Embêr, pa zifunoc’h, e voc’h calz estonet.

Mont a ra qüit gant ar gurunen, ar sceptr,
ar c’hlezejer, etc.


————

Trizecvet Dialog.

Charlamagn hac e oll dud, cousqet.

Ar Roue a zifun da guenta, hac e ya d’o c’haout ;
mes o velet e dud cousqet-miq, e hich anê
evit tachout d’o zifuni.


Charlamagn a gri var e dud :

O Tadou deus a Franç ! difunit, me ho ped :
Ma n’en deut d’am zicour, ez òn dizesperet.
Ha me ouz ho qervel, ne zifun c’hoas nicun !
Sorcet int coulz ha me. Oh ! Doue, pez fortun !
Me meus hanaveet goechal eul louzaouen
A lavarer zo mad da zifuni eun den.

Ar Roue a ya da guerc’hat ur bod linad, hac a
deu da arliqa e fri d’e dud gant e louzaouen :
ma tifunont oll en eur strefia.