Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/329

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
319

Evit ar vech-màn sur e rancàn counnari,
Pa zònjàn en pe c’his omp trêtet gant Mogi.
C’houi, Nêm, ha c’houi, Richard, Oger ha Salomon,
Pere zo oll qerent da vugale Emon,
Ho teputi a ràn da vont da Vontoban.
Lavarit da Renod, dilijant ha buan,
E rin trevers gantàn eur pemp blavez pe c’houec’h,
Mar rent va c’hurunen ha va c’hlezeyer dêc’h.

Oger.

Ni rêyo ar veach evidoc’h, hor pêvar ;
Me gred e rêy Renod eun darn eus hon lavar.
Adieu dêc’h eta, Sir ; gant ho permission
Ni ya en ho reqet en hor c’hommission.

Charlamagn.

Ha ni en em dennomp, va zud, d’hor pavillon,
Da c’hortos ar respont digant miblen Emon.

Sortial a reont, hac an deputeet a ya da Vontoban.


————


Pêvarzecvet Dialog.

An Deputeet a êru ental Montoban.

Salomon.

Demp da c’houlen antre, da c’hout ha ni hor bo ;
N’ouzòn qet hac én vo calz joaüs hon receo.

Sqêi a reont var dor ar C’hastel.


Guichard divar ar C’hastel.

Petra zo a neve Autrone ? lavaret :
Hac eus ho qevridi petra ê ar sujet ?

Richard a Normandi.

Ni zo Messajerien abeurs an Ampereur,
A zo deut da gavet Renod hac e vreudeur.

Renod, e Vreudeur ha Mogis.

Renod.

Autrone jenerus, deut mat sur ra veet,
Petra ê ho peach ? mar dê din permettet.

Oger.

Gout a rit, va c’hender, ez omp deut ho pete