Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/320

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310


Mogis.

Me n'en dòn qet contant c’hoas evit qement-mâ ;
Ret vo din essât coll pe c’honit sur bremâ.
Me voar ervat penos e vin-me en hazard
Da vea qemeret ive evel Richard ;
Mes hac e ven fourret en prisonniou Charles,
M’em bo ar finesse da zortial ermes.
Evit commanç tenna venjanç a varv va zad,
Me lacay pavillon an Ampereur a blat.
Ha mar gallàn, ouspen, me am bo e vue ;
Me a ya da c’hoari eun tol subtilite.

Mont a ra da drec’hi qerden pavillon ar Roue,
hac e lavar deàn :


Eru ê, Charlamagn, ar moment assuret
Ma voerzin dêc’h maro va zad an Duc Beuvet,
A zouffrjoc’h da laza hep sujet na rêson ;
Me rai dêc’h ne refoc’h pelloc’h nep trahison.

Charlamagn a gri d’e dud :

D’an armou ! Baronet, avancit-u afo ;
Ma na deut d’am zicour, certen ez òn maro.

Mogis.

Gouscoude, Charlamagn, pa oc’h qen resolu,
Me a meus ho laqet da ober eur remu.

Olier.

Ah ! Mogis, tizet oc’h ar vech-mâ en eur pleg ;
Qent ma zeot ac’hann e vo torchet ho peg.
Me a ordren dêc’h oll, abeurs an Ampereur,
Da zailla var Mogis, pa enclasc e valeur.

Mogis en em difen gant courach, hac a lavar :

Ententit, Autrone, mar oc’h eus rêson vad,
N’e deuit qet oll varnòn evelse a vagad,
Mes combattit ouzòn unan eus a unan :
An hini vo trec’h din m’en em rento deàn.

Ar C’henta Chevalier.

C’houi ne veritit qet nep seurt civilite,
Pa oc’h eus discaret pavillon ar Roue ;
Ne lezit qet da zont d’o laza var ar plaç ;