Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/319

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
309

Renod a dol ar Roue d’an douar. Neuze mibien Emon,
 evit laqat ar Roue da beur arragi, en em leqeont da grial
divar boes o fenn, evit guervel o Anseignou ; Renod !
Guichard ! Montoban ! Mogis ! Egremont ! Alard !
Dordon ! Balançon ! Sant-Nicolas !


Idelon.

Ha c’houi enteur clêvet, Ampereur Charlamagn,
Pepini ar re-màn o crial o ansaign ?

Charlamagn.

Ha me meus Sant Denes a Franç evit ansaign ;
Rac-se bet courajus, mar qirit, Charlamagn.

Nêm.

N’em sicouromp ingal, pe e colfomp gante.

Fosson.

Qementse a zo just, Francisien didalve.

Richard.

Ha c’houi en em denno, Roue demeus a Franç ?
E c’harza a rànqit, daoust d’hoc’h oll arroganç.

Charlamagn.

En em dènnomp, va zud ; contraign omp ar vech-mâ.
Diaoulou incarnet, me gred, ê ar re-mâ.

Ar Francisien a recul.


Renod.

Ma carjac’h va zicour fidel, va breudeur qer,
E teuje ar Roue ganemp da brisonnier.

Ar Secretour.

Meulet ra vo Doue ! grêt mat hon eus hon tro,
Pa ê bêt delivret Richard eus ar maro.

Renod.

Demp oll da Vontoban, Autrone, m’ho suppli,
Hoguen me ho teput c’houi, va c’hender Mogi,
Evit chom var hon lerc’h ; rac-se, teulit eves,
Gant aon ne vemp heuillet gant Baronet Charles ;
Mar fell dê dont d’hon heuill, roit prest din da c’hout,
Ma tistrofomp en dro ha mar collint hon rout.

Mogis.

Renod, me a zento ouzoc’h : it en ho tro ;
It gant ho tud aroc, ha me ho tilerc’ho.

Renod a ya aroc gant e dud, ha Mogis a chom varlerc’h.