Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/318

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
308


Salomon.

Lest ar Roue, Oger, pa emedi en humeur,
Rac n’en em gav gantàn a exerciç nemeur.

Charlamagn.

Ha te eo deveus aon ? lavar ze din, louidic.

Renod.

Nebon deut pa guerfoc’h, n’en dòn qet qer spontic.
Commanç a ràn ober dêc’h restitution.

Commanç a reont combati. Renod a anlev ar Roue entre e zivrac’h.


Renod.

Redoublit ho courach, mar doc’h den a galon.
Ne vezin mui coùard, Sir, sur en ho qever.
M’ho tigasso ganén fennos da brisonnier :
Pa ne rit peoc’h dre gaer ouz bugale Emon,
C’houi rêi en dispit dêc’h pe ’ teufot d’ar prison.

Charlamagn a gri d’e Officerien :

Alarm ! alarm ! Roland, Oger hac Olier ;
Ma ne deuit d’am zicour, cetu me prisonnier.

Renod a lavar d’e dud :

Alòn, n’em zicouromp, va zud, guitibunan,
Hac e teuy ar Roue ganemp da Vontoban.

Oger.

Ha possubl ve, Renod, ho pe an insolanç
D’anlevi ar Roue ebars en hor presanç !

Tud ar Roue ha tud Renod en em gann.


Roland.

Dre Sant Denes a Franç, Renod, ho conjuràn
Da lezel ar Roue, pe ma n’o qarteriàn.

Renod.

Nebon me n’en dòn qet, Roland, qer spontiq se ;
Pa meus-àn qemeret, e teuyo ganén-me.

Olier.

Sus eta, Baronet, diredit d’an assot ;
Saillomp oll a vagad var ar superb Renod.

Alard.

Renod, torit e c’houg, me ho ped, d’ar Roue,
Rac, e clasc en difen, ne golfec’h ho pue.