En em rentit dre gaer, marteze ho po graç. Mogis. M’en em rento, Olier, gant ar gondition Olier. Anfin, ni ray moyen da ober hoc’h acoord. Mogis a rent e gleze da Olier, hac a lavar : M’en em rent dêc’h bremâ, Olier, hep effort. Olier. Clêvit eta, Mogis, pa oc’h va frisonnier, Mogis. Ia da, Olier, me a bromet déc’h se, Olier. Deut eta d’ar prison, Mogis, var guementse, Cundui a rêr Mogis d’ar prison. ———— Daouzecvet Dialog. Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar : Orsus, va Baronet, Tadou demeus a Franç, |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/321
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311