Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300


Ripus.

Allòn, qerzit, Richard, entrezec ar mene
Elec’h ma vo ret dêc’h êchui ho pue.
Ha c’houi a vel duont, Richardic, eur potanç,
Elec’h da viziqen e vo ho temeuranç ?
Eru ê an amzer ma venjin gant rêson
Maro va c’herent paour, Fouqes ha Ganelon.

Richard.

Ho pet true ouzòn, humblamant me ho ped ;
Eun den qer nobl ha me ne dle qet bea crouguet.
M’ho pe ar vadelez da zont d’am delivra,
Me royo dêc’h qement a meus var ar bed-mâ.

Ripus.

Ha pa rofec’h din-me caera tra zo en Franç,
Me ranq ho cüelet stag en croug ouz ar potanç.
Rac-se, deut prest er sqeul, ma veot strobillet,
Rac poent ê dêc’h receo ar pez a veritet.

Laqat a ra eur gorden en e c’houg, hac e ra deàn
pignat er sqeul.


Richard.

Ret ê eta mervel !... Ne ràn fors evit se ;
Hoguen pa n’oc’h eus qet ouz va c’horf nep true,
Balamour da Zoue humblamant me ho ped,
Sònjit em ene paour gant glac’har treantet !
Roit din, me ho ped, un anter-heur hepqen,
Evit, qent ma varvin, ma rin c’hoas eur beden
Pini gant va mam guèz a zisqis gant fervor,
A lavaràn bemde abaoue en enor
D’an Autrou Sant Richard, mignon bras da Zoue,
Ma royo din ar c’hraç da recour va ene.

Ripus.

Nan, nan, c’houi n’ho po qet anter-heur na qart-heur ;
Ret ê executi dezir an Ampereur.

An Eil Chevalier.

Ripus, me ho suppli eus a greiz va c’halon
Da rêi deàn amzer d’ober e orêson,
Rac mac’h alfe donet da recour e ene,