Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/309

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299

Da laqat ho tezir en execution.
Me a grougo Richard hep douja tam Renod.
Mar car en em avanç e ray eun affer sod,
Rac aon na ve laqet ive da gontre-poez
Gant Richard ouz ar groug, neuze e vo quittes

Charlamagn.

Ah ! Ripus, den vaillant, c’houi a zo va mignon ;
Mar grit se, me royo dêc’h Marseill ha Toulon ;
Ouspen, m’oc’h exanto en amzer da zonet
Da renta din servich ebars en nep andret.
C’houi, pêvar Chevalier, a gavàn tud adret,
Me a gred e refoc’h eur veach em reqet.
Ha c’houi, Comt Galeran, hac an Duc Isakar,
It ive gant Ripus, balamour ma oc’h car,
Da zicour aneàn da zont d’en em venji
Eus an den fall Richard, va brassa enemi.

Ar C’henta Chevalier.

Ampereur Charlamagn, dre eur galon joaüs
Ni yêl en ho reqet da asista Ripus
Evit crouga Richard var ar mene Focon ;
Pa vo ouz ar potanç vo contant hor c’halon.

Oger.

Me ho conseill, Ripus, pa c’houlennit corden,
Da ober eus ho coug expres al lagaden,
Rac mac’h êru Renod, ar vaillant Chevalier,
E vo grèt dêc’h ar pez a zònjit da ober.

Ripus.

Evidoc’h-u, Oger, d’anraji a galon,
Me a grougo Richard en ho confusion.
Ha rac-se eta, Sir, me a gred mad michanç
Ne vo grêt nep rebech eus se d’am alianç.

Charlamagn.

Grit ho tever, Ripus, me ho recompanço.
Me lavar adieu dêc’h ; Qen a vo en distro.

Sortial a reont tout, nemet ar re a dle crouga Richard.