Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/311

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
301

E vec’h recompancet en ên sur gant Doue.

Ripus.

Hast eta, reuseudic, ha na vez qet re hir :
Lavar prim da affer, en daou pe en tri c’hir.

Richard en em laqa var e zaoulin da lavaret e Oréson.

« O Doue infinit, eternel ha puissant !
« C’houi pini a grouas an oll antieramant,
« Hac oc’h eus digasset ho Mab an eil ferson
« Er bed-mâ gant souffranç da bêa hon rançon ;
« C’houi oc’h eus préservet ar Profet Daniel
« Goechal en eur c’havarn etouez leonet cruel ;
« C’houi oc’h eus delivret ive, tri innoçant
« Er guær a Vabilon eus eur fournes ardant ;
« Ar bobl a Israël, Moyses, Aaron,
« Pere a voa captif dindan eur Pharaon ;
« C’houi a eure dêze, dre ho craç, ho vertu,
« Achap eus an Egypt ha treuzi ar Môr-Ru ;
« C’houi oc’h eus delivret ar guær a Vethuli
« Dre brudanç eur Judith, qer dign a veuleudi,
« Ha delivret Jonas eus a gôf ar balen.
« Mes bremàn, va Doue ! selaouit va feden :
« Va zellit gant true, va Zalver, me ho ped ;
« Pa ê ret din mervel eus a greiz va yec’het.
« Ho pet true ouzòn, va faeron Sant Richard,
« Pa zòn abandonet gant Renod ha Boyard.
« C’hoas e larin ur guer qent eguet finissan,
« Pa em ho qemeret eun nebeut va halan. »

Boyard, oc’h anaveout mouez Richard,
a scô gant e dreid d’an douar, qen a strinq
an tan ; grizinqal a ra spontus horrubl ;
anfin, rêi a ra eun tol troad d’e vestr evit en difuni.


Renod, spouronet oll, a zao, a zaill var Boyard, a denn
e gleze hac a gri var boez e benn :

D’an armou, Autrone ! rac an amzer a bress ;
Cetu me difunet gant va Boyard expres.
Aon a meus em c’halon ne vomp re diveat,
Hervez an arviou en deus grêt va Boyard.

En em armi a reont.


Ripus.

Evurus oc’h, Richard ; bremâ sur me a vel :
C’houi a vo delivret, ha me rànco mervel,
Rac me vel ho preudeur o tont d’ho telivra :