Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/31

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21

————


Pempet Dialog.

Emon hac e Vugale a antre dre eur c’hoste.
Ar Roue hac e suit dre eur choste all.

Ar Roue.

Gant calz a nec’hamant em güelit, va zud qer,
Pa velàn n’en dê qet êru va mab Lohier,
Nac ive ar re all demeus a Egremont.
Ne òn hac én ve bet an Duc Beuvet qer pront
Da vea goaldrêtet va Ambassadourien.
Mar dê bet qer mechant, me en tou, birviqen
N’em bo qen evitàn nep seurt remission.
Rac-se-ta, Gidelon, c’houi, evel va mignon,
Hit buan evidòn entrezec Egremont,
Hac en em informit ractal buan ha pront
Pe seurt respont a zo roet d’am mab Lohier,
Ha roit din da c’hout pegoulz e teuy d’ar guêr.

Gidelon.

O Roue ! an nopla a zo var ar bed-màn,
Pa ê ho polonte va deputi bremàn
Da ober eur veach ebars en ho reqet,
Me ya da bartia hep nep dale abet :
Mont a ran-ta en hent gant ho permission,
Evit renta dêc’h prest eus va beach rêson.

Sortial a ra.


Emon o tostât d’ar Roue.

Salud dêc’h humblamant, va Frinç ha va Roue,
Cetu deut assambles ganén va bugale
Evit o fresanti dirac ho Majeste,
Hac ive d’ho pedi gant peb humilite
D’accepti hon homach ; ze ê hon dezir vras :
Hoguen, mar plij ganêc’h, en ho supliàn c’hoas
Da receo aneze evit Chevalierien,
Hac e vint oblijet dêc’h-u da virviqen.