Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/30

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20


An Duqes Emon.

Autrou an Duc Emon, va c’harante barfet,
Me a approuv ive ar pez a leveret.
Be’ on eus pêvar mab, pere sur a seblant
A vo tud jenerus hac ive tud vaillant ;
Rac-se, va fried qèz, me a ro dêc’h avis
D’en em brepari prest evit mont da Baris,
Evit o fresanti o fêvar d’ar Roue,
Da bedi aneàn, gant peb civilite,
D’ober ouz pepini anê eur Chevalier :
N’ho po qet a refus deus a ze, m’en esper.

Emon.

Arça, deliberit bremàn, va bugale,
Ha c’houi zo ho pêvar ebars en bolonte
Da receo an urz caer eus a Chevalierien,
Ma elfot mont neuze hardi en peb tachen.

Renod.

Dré ma meus an enor da vea ’r mab ena,
E meus c’hoant da avanç evit comz da guenta.
Rac-se, va zad, va mam, me zisclêry dêc’h ho taou
En reqet va breudeur, hac hep lavarat gaou,
Penos n’hor boe biscoas ha n’hor bo birviqen
Qen bolonte nemet da heuill ho courc’hemen.
Hac evelse, va zad, mar oc’h eus bolonte
Da vont bete Paris da zaludi ’r Roue,
Pedit-én d’hon ober bremàn Chevalierien :
Ni a yêlo ganêc’h gant eur joa vras certen.

Emon.

Adieu dêc’h, var fried : ni a ya da Baris ;
Mes qenta ma ellimp ni deuyo var hor c’his.

An Duqes.

Adieu, va fried qèz ! adieu, va bugale :
Doue d’ho qendalc’ho en ho prosperite.