Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19


Fouqes.

Pa zê-ta ret demp mont, ne dal qet deplori :
Distroomp da Baris humblamant, m’ho suppli,
Ha leqeomp ar c’horf ebars en e archet,
Da renta d’ar Roue, pa zê demp comandet.

Sortial a reont evit mont da Baris.


————

Pêvarvet Dialog.

An Duc Emon, e Vreg hac o fêvar Mab.

Emon.

Clêvit, va fried qèz, ha c’houi, va bugale,
Ma lavarin eun dra a zo em bolonte,
Hac am boa da zisclêry pell zo intantion ;
Mes bremàn n’em bresant mat an occasion.
Trugarecomp Doue, hor Zalver beniguet,
Brêmàn e zomp en peoc’h hac en paciantet :
Ne zeus en hor famill nep seurt division ;
Beva a reomp oll en eur güir union.
Bea hon eus ive madou en abondanç,
Capabl da gundui hor stat hac hon noblanç ;
Mes ar pez a ra din bea rejouisset,
E m’hon eus bet ar c’hraç da vea elevet
Ha maguet en doujanç ha carante Doue
Pêvar mab o devo eun devez renome.
Ia, va bugale, hep donet d’o flatal,
Mar en em gomportit evel güir dud leal,
E viot dign eun deiz da vea recevet
En palez ar Roue, etouez an oll Brincet.
Rac-se, va fried qèz, ouzoc’h e c’hanzavàn,
E cavàn e zê poent, memes en desiràn,
Tremen hor pêvar mab evit Chevalierien :
Ne dalfe get e nac’h, ne vanq netra dê qen.