Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/32

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22


Ar Roue.

Bezit sur, Duc Emon, c’houi vo atao deut mat
Coulz hac ho pugale dirac va daoulagad,
Pere, a zeblant din, a vo a eur veach
Eveldoc’h jenerus ha carguet a gourach.
Rac-se mar fell deze bea Chevalierien,
Me a ya d’o receo eta bremâ-zouden.

Renod.

Roue nobl ha puissant ! Monarq ar Francisien,
Ni offr dêc’h hor zervich gant joa evit biqen ;
Hac a bromet ive, endra vimp en bue,
Renta oboissanç bepret d’ho Majeste.

Ar Roue.

Me assur, tud yaouanc, emeus joa vras ouzoc’h,
Hac em bo da viqen güir gonfianç ennoc’h.

Sortial a ra.


————


C’hoec’hvet Dialog.

Ambassadourien ar Roue a antre, ha gante
corf Lohier en eun arched.

Un Ambassadour.

Oh ! na pebes qêlou ! pebes tristidigues
A êruo embêr gant ar Roue Charles !
Sònjal a ra güelet e vab o tont d’ar guêr
Gant an Duc Egremont, rentet e dributer ;
Mes allas ! ar c’hontrel a zo bet êruet :
Pa zònjàn er maleur, va c’halon zo mantret.

Gidelon.

Joa dêc’h a wir galon, p’o qüelàn, Autrone...
Mes, piou ar c’horf maro a zouguit evelse ?

Ganelon.

Allas ! va c’henderv qèr ! contrel d’ar joaüstet
Zo maleürusamant ganemp-ni c’hoarveet.