Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/308

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
298

Hoguen me a bretant penos ê me ar mest.

Tud ar Roue a antre gant Richard, pehini zo garotet.


Petra ê qement-màn ? m’ho ped, lavarit din :
Penos ? ne vo qet grêt ar pez a lavarin !

Olier.

Me ho ped, Charlamagn, n’en em dransportit qet,
Ni zo prest da ober evel a leverfet,
Pa fell dêc’h distruja Richard, mab da Emon,
Ni lezo ac’hanoc’h en ho tiscretion.

Charlamagn.

Evit bremàn, certen, e comzit gant rêson ;
N’eus qen nemet ober an execution.
Orsus, piou en em offr da grouga prim Richard,
Ma vo eur vech êchu demeus an tam pandard !

Richard.

Charlamagn, n’en dê qet eun dra just ha rêson
E ve crouguet eun den eus va c’hondition ;
Pe assur, mar grit se, ho po calz a outrach,
Hac a vo pêet dêc’h en doubl meur a veach.
Hac e ven-me maro, me a meus c’hoas qerent
A zo tud redoutet hac a zo hir o dent,
Pere ne vànqint qet da venji va maro :
Rac-se, grit diouzòn, mes dioüallit d’ho tro.

Ripus.

Me ra offr da grouga Richard, an tam capon,
Rac m’en deus bet lazet va eont Ganelon ;
Hac ar Prinç Bertelot a voa deus va ligne,
Zo lazet gant Renod dre eun tol lachete,
Ha Fouqes hac Hernier, hac an Duc nobl Grifon,
A voa oll anaveet evit tud a galon.
Mibien Emon zo bet an ancou d’ar re-ze,
Mes embêr me bêo unan eus aneze.
Rac-se, va Ampereur, roit eur rejimant,
Demeus a dud armet, courajus ha vaillant,
Ha me yêl em fortun bremàn da Vont-Focon,