Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
297

Commandit da Renod hac ive d’e vreudeur
Donet d’en em renta dirac ho Majeste,
Da ober dêc’h sermant eus a fidelite ;
Ar pez, me oc’h assur, Ampereur puissant,
A ray mibien Emon buan hep complimant.
Ober dê repari an dommach o deus grêt
Dêc’h en hoc’h armeou en amzer dremenet,
Ha dont d’ho servicha ar rest eus o bue,
Hac e lacfoc’h Richard ebars en liberte.
Mar grit se, ho po sur êchuet eur brezel
Pehini zo, sioüas, caus da galz da vervel.

Charlamagn.

Tavit var guementse, coll hoc’h amzer a ret,
Rac Richard, me en tou, a ranc bea crouguet.

Nêm.

Me lavar franchamant dêch, hep bea traitour,
Ne refoc’h evit se nemet tenna labour.
Cetu ni daouzec vlas zo oc’h ober brezel
Da vugale Emon, hor c’herent naturel :
Ma vijemp bet qeit all var ar Sarazinet,
Hor bije eun nombr bras anê convertisset,
Brassoc’h enor ve demp combati vit ar fe,
Eguet ober brezel da dud eus hon ligne.

Charlamagn.

Nêm, me a lavar dêc’h, mar dòn Roue en Franç,
Richard a ranc bea crouguet ouz eur potanç.

Nêm.

Hoguen, pa lavarit e ranco perissa,
Dalc’hit-àn er prison diana da vreina,
M’en devo paourente bete fin e vue,
C’houi a vo dioutàn en em venjet neuze.
Biscoas maro Beuvet ne voe qen qer goerzet
Evel maro Richard, sur, mar be distrujet.

Charlamagn.

Nêm, comz a rit bremàn evel dre interest ;