Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/306

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296

Ha neuze p’o güelfomp o tonet dre amâ,
Ni a yêl a vagad evit en delivra.

Renod.

Guichard, parlant a rit evel eun den prudant ;
Ar c’honseill a roit zo meurbet important :
Ni a zento ouzoc’h ; rac-se, va mignonet,
Chomomp amâ er c’hoad, hep ober trous abet.

Ar Secretour.

Calz a vad a rêy demp donet da ziscuiza ;
Prest aoüalc’h e tisfemp dont da gousqet amâ.

En em laqat a reont da gousqet er c’hoad.


————


Decvet Dialog.

Renod ha Nêm a antre, hac a lavar :

Petra ’ dal din bea Ampereur ha Roue,
Ha bea elevet ebars en dignite,
Ha caout calz eus a dud pere a zo vaillant,
Pa ne gueront senti ouz va c’hommandamant ?
Possubl ve, Duc a Nêm, m’el lavar dêc’h amâ,
Ne gafen qet un den a yafe da grouga
Richard an insolant bremàn da Vont-Focon,
En deus va offancet en qenlies fêçon !

Nêm.

Mac’h oufen, Ampereur, ne fachfac’h qet ouzin,
E lavarfen eun dra a zo mad, a gred din.

Charlamagn.

Hoc’h avisou, Duc Nêm, a zo atao prudant ;
Rac-se-ta, va mignon, n’oc’h eus nemet parlant.

Nêm.

Mar grit crouga Richard, mab prop d’an Duc Emon,
E rayo ze da galz mez ha confusion,
Rac an Tadou a Franç a zo qerent deàn,
Ne bermetfont biqen distruja aneàn.
P’oc’h eus en ho pouvoar Richard, va Ampereur,