Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290

Hac o deus grêt qement dre effort o armou,
M’o deus en delivret adre hor c’hrabanou.
Mes evit rêy eun dra a gontantamant dêc’h,
Richard, mab da Emon, a zo deut en e lec’h.

Charlamagn.

Ah ! va niz qèr Roland ; gant joa el lavarin :
Ne dalfen qet en nac’h, ho peach a blij din.
Ma ne vijec’h qet êt, bremàn me er güel sclêr,
Ne voa qet qemeret Richard da brisonnier ;
Ha ma vijac’h-u êt ive da Vocouleur,
Ne voa qet achappet Renod hac e vreudeur.
Ah ! Richard, coqin fall ! êru ê an amzer
Ma vo ret did santout ar boez eus va c’holer !
Te c’heus va offancet alies, himpocrit ;
Hoguen n’er gri pelloc’h, rac m’er miro ouzit.

Richard.

Evidòn, Charlamagn, da vea prisonnier,
Me lavar dêc’h hardi, hep bea tam flalter :
Entre ma vo Renod ha Boyard en bue,
Ne refoc’h qet din droug ; me ho tisfi da ze.

Charlamagn.

Hac out qen iffrontet dont c’hoas d’am disfia !
Abalamour da ze me a ray da grouga.

Richard.

Qent ma vin-me crouguet, Charlamagn, ha c’houi glêv,
Me a velo qenta ho crouga c’houi en beo.

Charlamagn.

Penos, cos mab ar c’haign ! evelse ê dide
Parlant qen arogant en prezanç eur Roue ?

Ar Roue a scô aneàn. Mogis a c’hrogn entre e zent.


Richard.

Ra vezin confontet, mar teuit mui d’am sqêi,
Me rêi dêc’h eur flipat hac ho po sònj anêi.

Richard hac ar Roue en em grog.


Oger.

Croguit prest er Roue, Salomon, me ho ped,