Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/301

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
291

Me grogo en Richard, ma vint dispartiet.

Salomon.

Me ho ped, Ampereur, appezit ho coler ;
Ne dleit qet er sqêi, pa ê ho prisonnier.

Oger.

En em baciantit, me ho suppli, Richard.

Charlamagn.

Me ho ped da zònjal insolanç ar pandard ;
Hoguen, me en toùe, mar dòn Roue en Franç,
Me rêy deàn mervel en croug ouz eur potanç.

Richard oc’h anaveout Mogis a lavar :

P’oc’h eus qement a c’hoant da laqat va c’hrouga,
Pelec’h e vo ar plaç ma ranqin finissa ?

Charlamagn.

Pa oc’h eus c’hoant da c’hout : var lein mene Focon.
Hoguen, da c’hortos se, ec’h eot d’ar prison,
Ha neuze varc’hoas sur, evel ma vo leinet,
Ni a vaco ganêc’h, den fall ha milliguet.

Mogis a zorti sioulic, goude bea clêvet se, hac ar Roue a lavar :


Roland hac Olier, cassit-àn d’ar prison.

Roland.

Ia, Sir, ni rêy ze hep nep remission.

————


Seizvet Dialog.

Renod a antre gant e suit hac a lavar :

Gant impaciantet e fell din trelati,
Pa ne velàn o tont va c’hender qer Mogi,
Pehini a voa êt da zelivra Richard,
A zo bet qemeret dre fot an daou bandard.
Mes me a vel Mogis o tonet hep va breur :
Maro ê, emeus aon. Oh ! Doue, pez maleur !
Pelec’h e mâ Richard ? lavarit din, Mogi.

Mogis.

Emedi en bue ; rac-se bet dizourci.
Varc’hoas eus ar beure e tle bea crouguet