Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/299

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
289

Calz a vad a rit din o vont dre an hentchou.

Mogis.

M’ho trugareca, Sir, demeus ho charite ;
Doue d’ho qendalc’ho en pep prosperite.

Charlamagn.

Petra fell dide c’hoas diganén, pelerin ?
Rac terrupl e chommes da zellet diouzin.

Mogis.

Evit qement a meus baleet dre ar bed,
Biscoas va daoulagad n’o deus consideret
Eur Monarq a vije qer majestuus ha c’houi ;
Rac-se, m’eus plijadur ouz ho consideri.
C’houi deu da eclati dreist hoc’h oll sujedet,
Evel ma ra an eol en e vrassa sclerdet.

Charlamagn.

Clasc a rit, pelerin, lacat lorc’h em c’halon,
Evit, dre ’r voyen-ze, caout ho colation.
Duc Nêm, qerc’hit deàn peadra da zêbri,
Evit ne zello qen qer trist diouzòn mui.

Nêm.

Me a ya da guerc’hat deàn sur peadra.

Sortial a ra ; souden ec’h êru gant frico,
hac e lavar da Vojis :

.

Dalit, pelerin paour, frico da verenna.

Mogis a lonq a c’hinaouadou, hac a lavar ounta e-unan :

Qement-màn a meus bet atao evit talvout :
Ne zin qet, a velàn, hep pourveanç em rout.

Charlamagn.

Ret ê sònjal pelêc’h e zê manet va zud...
Mes me o güel êru evel dre eur burzud.

Roland.

Grêt hon eus eur veach, Ampereur puissant,
Ha nê qet, a meus aon, herves ho santimant.
Ni hor boa qemeret ar fals Roue Yon,
Peneverde sicour ar pêvar mab Emon,
A zo en em gavet var an hent d’hon rancont,
Evel leopardet, hardi ha divergont,