Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288

An darn-vui ac’hanoc’h a zo affronterien.
Aboe m’hon bet trompet gant ar sorcer Mogi,
Ne allàn birviqen fiout mui en hini.

Mogis.

Evit bea Mogis den fall ha milliguet,
N’en dê qet eveltàn an oll belerinet ;
Me meus mui a ezom demeus an aluzon
Eguet ne meus certen da ober trahison.
Bet òn o visita bez santel hor Zalver,
Hac em boa c’hoas ganén tri gompagnon sincer,
Pere zo bet lazet gant meur a selerat
E qichen Montoban, pa voamp o tont er c’hoad,
M’o deus lavaret din en dud eus ar c’hanton
E voa al laeron-ze ar pêvar mab Emon,
A voa gant Charlamagn qement persecutet,
Ma int êt da laeron, hep nep remors abet.
Unan eus aneze a zo hanvet Mogi ;
Ennes en deus brêvet din va oll izili ;
Bazatêt òn gantàn, troet ha distroet,
Qen e zòn oll seyet er fêçon ma velet.
Rac-se ho suppliàn, Ampereur deboner,
D’en em venji oute, pa n’allàn en ober.

Charlamagn.

Penos en em venji dioute ? te zo sod :
Me a zo revinet gant Mogis ha Renod,
Ha pe allàn james caout an occasion
Da bunissa ervat ar pêvar mab Emon.

Mogis.

Me a bed va Doué, va Mestr ha va C’hrouer,
Da zont d’o funissa, pa n’ellit en ober.

Nêm.

Certen, ar pelerin a barlant gant rêson ;
Meritout a ra sur receo an aluzon.

Charlamagn.

Dal anter-cant louis-aour balamour da comzou,