Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287

A voa êt da guerc’hat ar Roue fall Yon ;
Rac mar tigoe gante nep seurt drouc-avantur,
Me deuyo da vervel gant an displijadur.

Nêm.

Eun dra dreist-ordinal, Sir, e ve lavaret
Ne gafet qet antout en nep lec’h ho Princet !
Rac istre ma int-oll tud prudant ha vaillant,
Ez int êt en eun nombr hac a zo suffisant
Ha capapl da laqat an douar da grena ;
Rac-se, bet divorc’het var ze, m’ho ped amâ.

Ar C’henta Paj.

N'eus netra a suroc’h, ô Ampereur puissant !
Ez eus en em gavet gant an Autrou Roland
Ha gant e dud ive eun dra benac esqis,
Pa na veler anê c’hoas distro var o c’his ;
Rac gout a rit penos Olier ha Roland
Zo custum da ober o beach dilijant.

An Eil Paj.

Ma ve en em laqet ar pêvar mab Emon
Da essât delivra ar fals Roue Yon
Demeus a dre daouarn ho tud, va Ampereur,
E tisse bea bet entreze eur maleur ;
Rac Roland zo pell zo e clasc approu Renod,
Evit gout piou anê a vo ar goella pot.

Mogis a antre, güisqet en pelerin, hac a lavar d’ar Roue :

Doue oll-buissant, Mestr an ên, an douar,
A bedàn, Charlamagn, d’ho peurgarga a c’hloar,
Ha da rêy dêc’h ar c’hraç da vea triomphant
Var guement adversour oc’h eus antieramant.
M’ho suppli humblamant, ô Ampereur güirion,
Da zellet a drue hac a gompassion
Ouz eur pelerin paour afflijet gant clénved :
Defotout a ra din ha bèvanç ha yec’hed.

Charlamagn.

Ne allàn qet fiout ennoc’h-u, trucherien,