Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/288

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278


Guichard.

Sortiet ê Renod ; va breudeur, heuillomp-àn ;
Eun dra a zo aroc en deus c’hoant da dizàn.

Alard hac én a ya d’ar c’hoad varlerc’h Renod.


Roland da Olier.

Me ya da êchui va bataill gant Renod.

Olier en arrêt hac a lavar deàn :

N’en deet qet certen, pe otramant oc’h sod
Chommit ganeomp, Roland, me ho ped, d’hor zicour
Rac c’houi a vel aoüalc’h hon eus re a labour.

Mogis.

Hardi ta, mignonet ; redoublomp a gourach ;
Reculi a rancont, an dud vil, an dud lach.

Idelon.

Me a vel, Autrone, ez ê ret demp qüittât ;
Goell ê ober abret eguet re diveat.

En em zov a reont.


Richard.

Me greuffe gant arrach ma na ho traillfen qet
Rac maleur d’an hini am bo-me attrapet.


Fin eus ar Bempet Act.


C’HOEC’HVET PROLOG.

————



Me gred, Compagnunez, ê troublet ho memor,
En eur dont da glêvet ar fin eus an histor ;
Rac ne zeus mantion ganemp nemet combat,
Brezel cuntinuel, rivierou eus a voad.
Aboe ma ê crouet an eol er firmamant,
N’eus qet bet dindannàn eur brezel qer sanglant,
Na qement a vizer, a zezolation
Evel o deus souffret ar pêvar mab Emon.
Leqeomp hon daouarn oll var hor c’honscianç,
Hac hanzavomp gant güir entreomp, pobl a Franç,
Penos ne garfemp qet bea bet d’ar c’houlz-se,
Da velet ha da zouffr eur seurt adversite.