Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/287

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
277

Hac ec’h allàn hardi mont gantan d’ar gombat.

Roland.

Re a rit an anter, Renod, ouz va goapât,
Balamour m’ê manqet va marc’h gant eur flipat.
Evidon da vea scoet an tol qenta,
Ni rànco 'n em approu stard qent dispartia.

Renod.

N’en dê qet just, Roland, penos e vec’h var droad,
Ha me a ve var varc’h ; me zisqenno timat.
Pa hon eus a fêçon approuvet hor lançou,
C’hoariomp eur barti c’hoas gant hor c’hlezeyou.

Roland.

N’ho toujàn qet, Renod, rac-se me ho tifi
Da zont gant ho cleze da c’hoari eur barti.

En em ganna a reont a doliou cleze.


Richard a Normandi.

Penos ! ha possubl ve, Tadou demeus a Franç,
E vemp-ni qer coùard lezel en hor presanç
Daou zen d’en em laza, ar vaillanta biscoas
Zo bet var an douar ! Eun dommach ve, siouas !

Olier.

Nan, nan, n’er souffromp qet : demp eta d’ar mêle,
Hac en em arranjomp pep den eus e goste.

En em renca ra pepini eus e dud, hac en em avançont.


Alard.

Avançomp prest, va zud, evit sicour Renod ;
Me vel ar Francisien o tont c’hoas d’an assot.

Amàn e commanç ar gombat general.


Roland.

Me garfe e lesfec’h ac’hanomp, Autrone,
D’êchui ar gombat entre Renod ha me.

Renod.

Mar carit dont, Roland, ni a yêlo d’ar c’hoad,
Hac eno ni allo êchui hor c’hombat.

Roland.

Contant bras òn a ze ; me approuv ho propos.

Renod.

Me ya eta aroc hac a chom d’ho cortos.

Renod a ya d’ar c’hoad.