Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279

Impossubl ê da zen, credit Auditoret,
Disclêria birviqen an histor var e hed.
Ia, pa ve eur bla pep den eus e gompren,
En defe da ober aoüalc’h leiz e groc’hen.
C’houi a velo bremàn ar jenerus Richard
Qen hardi ha leon hac ive leopard,
O tisfia Roland da gombatti outàn,
Hoguen, dre eur maleur, e qemer aneàn.

Pebes joa en devoe neuze er Roue Franç
Pa velas Richardic deut dindan e buissanç !
Ma conclu ar Roue e vo ret e grouga ;
Mes Mogis a labour evit en delivra.
Pa voe bet delivret Richard demeus ar groug,
N’en devoe qet a aon pelloc’h demeus e c’houg ;
Neuze e yas hardi da gavet ar Roue
Evit disqüel deàn e voa c’hoas en bue.
Neuze voe eur gombat, gant calz eus a vigueur,
Ebars entre Richard ha tud an Ampereur ;
Bea voe entreze ingal mat ar barti,
Hac e voe grêt Richard prisonnier bars enni.
Mes Mogis a eure d’ar Roue eun tricon,
Hac a eure deàn dispit en e galon :
Dont a eure gantàn curunen ar Roue,
E gleze hac e sceptr, ne vanas tra oute.
Mogis a eure c’hoas eun dro, mar boe unan :
Renta ’r Roue cousqet en castel Montoban.
Neuze e sortias da ober pinijen,
O sònjal e voa fin d’ar brezel inhumen.

Caer en devoa Renod mont var e zaoulin noas
En presanç ar Roue, n’en devoe qet e c’hras ;
Mes p’er goelas qement en desolation,
Ec’h eure e renta prest en e bavillon.

Ah ! Renod, c’houi a zo eun den zo calz re vat ;
Rac rentet e vo dêc’h an drouc evit ar mat :
C’houi vo asssiejet gant Charles qent ar fin,
Qen a voc’h var ar poent da vervel gant famin.

M’ho ped, Compagnunez, qent eguet sortia,
Da vea attantif da glêvet an Act-mâ ;
Traou a velfot ennàn ha n’en din qet commun...
Me ya da zortial rac ne ven importun.