Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/284

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
274


Renod.

Roland, ne gomzit qet din eus a ze pelloc’h,
Biqen ne drahissàn evit cavet ar peoc’h.
Qent mancout da Vogis me golfe va bue :
Cetu aze va c’homz, cassit-àn d’ar Roue.

Destum a ra e armou, hac e saill var Boyard.


Na songit qet, Roland, ve rac aon ac’hanoc’h
E teuàn da c’houlen ouzoc’h qartier na peoc’h,
Hoguen abalamour ma zoc’h niz d’ar Roue
Em boa c’hoant da ober dêc’h eur civilite ;
Daouest dêc’h pe gant lanç pe a doliou cleze
E teufomp da gommanç bremâ-ta hor mêle,
P’etramant achuomp, mar carit, ar gombat
Entreomp-ni hon daou, dre ma omp daou bot mat :
Neuze, mar goneit, en beo pe en maro
Va c’hassit d’hoc’h eont da ober a garo ;
Hac er c’hontrol, Roland, me, mar ho coneàn,
Ho tigasso ganén da gastel Montoban.

Roland.

Ha c’houi a zalc’ho mat d’ar pez a leveret ?

Renod.

Ia nebon, Roland, n’ho pet qet a vorc’het.

Roland.

Ha me a rai ive, en fe a Chevalier.
Mes c’hoant a meus qenta da gomz gant Olier,
Rac be ez eus pell zo promesse entreomp,
Birviqen nep combat sur ne antreprenomp
Na c’houlenno conje an eil ouz eguile,
Ha rac-se e fell din delc’hel va fromesse.

Renod.

It prest eta, Roland, ha ne zaleit qet.

Roland.

Nebon me êruo souden, bet assuret.

Olier.

Petra lavar Renod ? lavarit din, Roland.

Roland.

Efei parlant a ra evel eun den prudant ;