Mes dezirout a ra echui ar gombat
Entreomp-ni hoa daou, dre ma omp daou bot mat.
Nac e dud nac hor re n’en em avançfont qet,
Qen a vezo unan ac’hanomp bet trec’het.
Olier.
Roland, mar am c’hredit, ne rit qet qementse ;
Renod a zo vaillant ha c’houi a zo ive :
Goell ve coll an anter a dud a bep coste
Eguet hini ouzoc’h : va zantimant ê ze.
Richard a Normandi.
Nan, nan, na rit qet se, Roland, me ho suppli,
Lêzit a bep coste ho tud da gombatti ;
Ma ve hini ouzoc’h lazet pe guemeret,
E ve eur maleur bras, hac e vemp tamallet.
Roland.
Me heuillo hoc’h avis, Autrone, pen-da-ben ;
Demp eta assambles var hon adversourien.
Renod.
Ne velàn qet e talc’h Roland e bromesse ;
Prometet en devoa dont e-unan din-me.
An diou arme a avanç eus a bep tu.
Richard.
Perac ta, tud Charles, didalve ha poeltron,
E fell dêc’h distruja ar roue fall Yon ?
Rac c’houi, dreist pepini, n’och eus qet lec’h d’e vlam ;
Sentet en deus ouzoc’h, n’en dê qet manqet tam.
Hoguen, ni ê ar re a dle e bunissa :
Poc’h eus-àn anlevet, c’houi ranco e renta.
Isakar.
Mar galomp-ni teuler hor c’hraban var o goug,
Ni o stago gantàn assambles eus ar groug.
Regnier.
Oh ! ni hoc’h ampecho, pa garfec’h en ober :
Hastomp-ta, Autrone, tenna hor c’hlezeyer,
Ma rayomp ar chasse da fouguerien Charles :
En em renta ranqint confontet gant ar vez.
Amâ e commanç eur gombat furius.