Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273


Mogis.

Ni a rayo, Renod, evel a lavaret ;
Hoguen, me ho suppli, va c’hender, dioüallet :
Ez it da gombatti vaillanta Chevalier
A dol troad d’an douar, herves ma leverer.

Renod a avanç.

Me ya en han’ Doue hac ar Verc’hez Vari ;
En em acqüittit oll, Autrone, m’ho suppli.

Roland.

Me vel êru Renod e-unan, Autrone,
Ha me a ya ive va-unan e vete.

Renod ha Roland a dosta an eil ouz eguile. Renod a zisqen
divar e varc’h Boyard, en em laqa var bennou é zaoulin,
hac a bos e lanç hac e gleze var an douar.


Renod.

Ah ! Roland generus ! niz prop d’an Ampereur,
Ho pet compassion ouzòn ha va breudeur,
Evel m’en deveus bet va Zalver beniguet ;
O velet ac’hanomp d’an ifern condaonet,
P’en em offras d’e Dad evit hon redima,
A zouffras evidomp ar maro cruella !
Roland, c’houi voar ervat, ha va breudeur ha me,
Peguement ma omp paour, a zo deus ho ligne.
Ni ra offr hon servich en qeit ha ma vefomp,
Mar plich ganêc’h ober hor péoc’h gant hoc’h eont,
Ha me a royo dêc’h Boyard ar marc’h caer-mâ,
Ha castel Montoban, eur c’hastel ar c’haera ;
Ha dre oboissanç me yêl hep en em glem
Dilouer ha divoutou betec Jerusalem,
Evit bisita be hor Zalver evidoc’h,
Mar be ho madelez ober demp caout ar peoc’h.

Roland.

Truez a meus, Renod, e clêvet ho comzou,
Anfin, qen a rancàn dont da scuilla daelou,
Mes ne gredfen qet comz d’am eont eus a ze,
Ma na rentit Mogis dindan e volonte.