Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/282

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272


Oger a vel Renod o tont gant e arme hac a lavar :

An ! rancontr favorabl, pell a ro deziret !
Ar veach-màn, Roland, e viot contantet.
Güelet a ran Renod pignet var guein Boyard,
A zo êru duont en penn eun avan-gard.
Pell a zo ho poa c’hoant caout eur c’hroc ouz Renod ;
Bremàn ni a velo piou vo ar goella pot.

Roland.

Vit disqüel dêc’h, Oger, peguement en doujàn,
Me yêlo va-unan da visita aneàn ;
Rac-se eta, va zud, n’em renjit pepini,
Dreist pep tra ho pedàn na boeltronit ini ;
An hini a zantin ec’h ober poeltronach,
Me deuyo d’en laza vel ma verit eul lach.

Renod.

Va zud ha mignonet, m’ho ped, en em renjet,
Cetu hôn enemi ganemp-ni rancontret :
Disqüelit ho courach, me ho ped humblamant :
Me ya da izellât e gaqet da Roland.

Richard.

Va breur, me ho suppli, clêvit va zantimant :
N’en em approuvit qet oc’h-unan ouz Roland ;
Rac gouzout a rit mat en deus ar faveur bet
Ne ell qet gant houarn biqen bea blesset.
Lezit an diou arme o diou da gombatti :
An nep a vo ’r c’hrénva en devo ar barti.

Renod.

Caer oc’h eus lavarat, va breur, me a ranco
Corf-ouz-corf eus Roland stourm betec ar maro ;
Rac e màn pell a zo e clasc ouzin c’hoari :
Pa omp en em gavet ê ret demp combatti.
Rac-se, ma ne deu den nemetàn va bete,
Chommit en ho plaçou, me ho ped, Autrone,
Ha pa zeuy ar re-all ive d’en em avanç,
Deut ive d’ar mêle gant ar brassa vaillanç.