Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271

Hac ez ê goell gantàn bout ganêc’h punisset
Eguet n’en dê coea dindan ar buissanç
Demeus hoc’h adversour ar Roue eus a Franç.

Renod.

Ententit, va breudeur, ar pez a lavaràn,
Tout expres ez ê grêt evit hon disfian.
Charlamagn a rayo crouga ar Roue Yon,
En esper ober demp mez ha confusion ;
Hac eun dra rebechus a vo d’am bugale
Clêvet e vo crouguet den demeus o ligne ;
Rac-se, va breudeur qèz, e meus ar volonte
Ec’h afemp d’e lemel digant tud ar Roue.

Fosson.

Pec’het bras e cafen rêi nep sicour deàn :
N’en dê qet eus e fot ne zoc’h maro bremàn.

Renod a zao diouz taol hac a lavar :

Allòn ! tout d’an armou, amzer brezel a zo ;
Harça, va mignonet, nep am c’har am heuillo :
Goustard, piou a gomand var an daou rejimant ?

Goustard.

Salomon hac Oger, Olier ha Roland.

Renod.

Ha ! Roland en deus c’hoant pell a zo d’am approu ;
Demp da velet hac én a zo du a c’hinou.

Godefroa.

Biniguet ra vezo an heur hac ar momant
Ma voe ganet Renod, ar Chevalier vaillant !
Rac renta ra ar mad elec’h an drouc bepret :
Biscoas ne meus güelet eun den qen redoutet.

————

Trivac’hvet Dialog.

Roland hac e suit. Idelon a lavar.

Ne velàn qet e cred ar pêvar mab Emon,
Disqüel begou o fri evit sicour Yon