Lavarit din, Itron, pelec’h emàn ho preur.
Clera.
Sortiet ê pell zo. Oh Doue, pez maleur !
Mogis.
Pebes arrach a zo ebars fonç va c’halon,
En defot ne gavan an traitour fall Yon !
Mes anfin, ne zeus câs, abret pe diveat
Me a rànco goalc’hi va daouarn en e voad.
Renod.
Rentomp graç da Zoue ha d’he Vam ar Verc’hez,
P’on eus gallet achap a dre daouarn Charles,
Ha demp joaüssamant da leina, va zud qer ;
Ni a bêo Yon, nebon gant an amzer.
En em laqat a reont ouz taol.
Goustard a antre hac a lavar :
Oh ! Renod, me ho ped, ho pez compassion
Eus ar reuzeudic paour ho preur ar Roue Yon !
Ho pet ar vadelez da zonet d’en difen :
Qemeret, garottet ê gant ar Francisien ;
Mont a rêr d’e grouga var lein mene Focon :
Ze a rayo dêc’h sur mez ha confusion.
Richard.
Mar defot eur gorden evit dont dre grouga,
Me a royo arc’hant evit dont de frena.
Alard.
Crouguet mat ra vezo, an traitour inhumen !
Qementse a verit, ia, ha calz ouspen.
Guichard.
Me voar ervat penos an traitour fall Yon
En deveus meritet caout eur bunition
O vea trahisset ac’hanomp qer cruel,
Goude bea rentet deàn servich fidel ;
Gouscoude e credàn, evit hon enor-ni,
E rafemp calz goelloc’h o tont d’er pardoni.
Goustard.
Anfin, anzao a ra en deus hoc’h offancet,