Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/277

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267

Mar gallit er c’havet, qemerit aneàn,
Rac me ne allàn qet lavarat pelec’h màn.

Antren a reont oll er goùent.


————


C’hoezecvet Dialog.

Yon hac e Secretour.

Yon.

Allas ! mizerabl òn ar vech-mâ en effet,
Êru ê tud Charles evit va c’hemeret.
Rac-se, va mignon paour, humblamant ho pedàn,
It da gaout va breur-caer Renod da Vontoban,
Ha lavarit deàn dont buan d’am difen,
Pe e vin difframmet gant va adversourien ;
Rac mé ve goell ganén e teufe én amâ,
Pa meus-àn trahisset, da zont d’am distruja,
Eguet ma ve lezel Charlamagn d’e ober :
Ze a ve rebechus deàn en peb amter.

Goustard.

Me a ray qementse, ne vezo manc ebet ;
Hoguen, en em guzit, pe e zoc’h qemeret.

Mont a reont da guzat ; Roland hac e dud a glasq anê.


Roland.

Eun dra estranch bras ê ne gafemp aneàn !
Ha parbleur, jarnigoa ! cetu-àn sur amàn.
Ah ! Manac’h diffroqet ! c’houi, Yon, falz Roue,
Perac tra n’ho poa-u dalc’het ho promesse ?
C’houi ho poa promettet renta en Vocouleur
D’ar Roue Charlamagn Renod hac e vreudeur ;
N’en dê qet deut an tol evel ma voa esper,
Rac-se deut ganemp-ni da receo ho saler.

Yon.

Piou benac am blamo, Roland hac Olier,
Evidoc’h n’oc’h eus qet a sujet d’en ober.
Sivoas din em c’halon, me a meus trahisset
An nep o devoa din va bue recouret,