Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/276

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
266

Elec’h ma seblant din e màn ar Roue Yon :
Sònjit ha c’houi a ra nep seurt conclusion.

Olier.

Grêt e zê pell a zo hor c’honclusionou :
Ma n’hor be qet digor demeus an dorojou,
Nebon ni a vouio digueri aneze,
Hac o zerri ive, mar be ret demp goude.

Sqei a reont var dor ar gouént.


Ar Manac’h a zigor an nor hac a lavar :

Penos, ne brissac’h qet laret Deo gratias,
Mar scoit var an nôr qer crén gant ho penn-bas ?

Roland.

N’en domp qet tam amâ gant pedennou bremàn ;
An traitour fall Yon, pelec’h emedi-àn ?

Ar Manac’h.

N’oufen qet, Autrone, a ze hoc’h assuri ;
Nê qet deut pell a zo vardro hon abati.

Olier.

En creiz ho taoulagad, manac’h, c’houi lavar gaou ;
Ret ê dêc’h en renta, pe m’ho paco ho taou.

Oger.

Anfin, ma n’en rentit, certen me lavar dêc’h,
C’houi a ranco donet ganemp-ni en e lec’h.

Ar Manac’h.

Ne allàn qet credi, Autrone, e teufac’h
Da glasc goal-valtrêti sur eur paour qèz manac’h.

Roland.

N’en deus nemet daou c’hir davantach er chanson :
Ma na guirit renta demp ar Roue Yon,
Me en toue ervat, qent ma yêlomp en hent,
Ni laqayo an tàn ebars en ho coùent,
Ha c’houi a zeuy ganemp ive bremâ zouden :
Allòn, qerden amàn, ma teuyor d’en erren.

Ar Manac’h.

Na rit qet din a zroug, Autrone, m’ho suppli,
Ha deut oll a vagad ganén en abati ;