Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/275

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
265

Mac’h alfen e dizout d’en em venj eus e vreur,
Me rafe e grouga ne ve qet pell nemeur.

An Eil Chevalier.

Sir, ar Roue Yon, Ampereur redoutet,
Me voar pelec’h emàn, p’otramant òn trompet.
Pa voamp o tont amàn dre goad ar Serpantin,
E voeljomp aneàn gant nebeudic a drein
O vont en eur goùent a zo var bord ar c’hoad,
Hac eno e màn c’hoas, me en assur ervat.

Charlamagn.

Roland hac Olier, ha c’houi oll, Baronet,
M’ho ped da vont ho taou, dilijant, em reqet,
Ractal d’ar goùent-se evit qerc’hat Yon,
Evit ma vo crouguet var lein mene Focon.
It oll hepqen, nemet va C’honseiller Neme
A chommo d’am zicour da c’houarn va arme ;
Rac dre ma zòn amàn en creiz va enemi,
Arabat e ve din bea re dizourci.

Roland.

Impalaer puissant ! pa blij d’ho Majeste
Confia hoc’h arme en Olier ha me,
Ni rento dêc’h buan an affronter Yon,
Hep douja e guerent, ar pêvar mab Emon ;
Ha mar fell da Renod approu stard e groc’hen,
N’en deus nemet avanç evit dont d’en difen.
Adieu eta dêc’h, Sir ; ni a ya en hon tro.

Charlamagn.

It eta, Autrone : Doue d’ho cunduo.

Sortial a reont.


————

Pemzecvet Dialog.

Roland, Olier hac o suit.

An Drede Chevalier.

Gant qer bras dilijanç ez omp deut dre an hent,
Ma omp dija rentet en qichen ar goùent.