Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/278

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
268

Rac m’em boa grêt renta en plenen Vocouleur
D’an assination Renod hac e vreudeur,
Evel m’oa lavaret, hac int disarmet clos ;
Ma n’int qet qemeret, n’en dê qet me zo caus.

Olier.

Harça ! qerden amàn da c’harotti Yon ;
Embêr e vo crouguet var lein mene Focon.
Ma ne livr qet Renod demp entre hon daouarn,
E vo assur crouguet, rac rentet ê ar varn.

Eren a rêr aneàn.


Salomon.

Lavarit din, m’ho ped, Autrou ar Prinç Roland,
Piou en devo ar garg demeus an den mechant.

Roland.

Dêc’h, pêvar Chevalier, ha dêc’h, Prinç Salomon,
E roàn-me ar garg eus an traitour Yon.
Ar Princet all ha me a ray an avan-gard ;
Rac-se, mar be Renod ha Mogis qen apard
Da felveout lemel diganemp-ni Yon,
E vo ret difen ze, pe souffr confusion.

Salomon.

Prinç generus Roland, ni a rêi ar voyen
Ma vo accomplisset antier ho courc’hemen.

Partial a reont, hac e laqont Yon en creiz o zroupou.


————

Seitecvet Dialog.

Ar Brinces Clera hac he Bugale.

Clera.

Me lavar gant glac’har dêc’h, va daou c’hrouadur,
Ne meus mui er bed-màn nemet displijadur,
Pa ne velàn distro ho tad hac e vreudeur,
Pere, sivoas, zo êt da blénen Vocouleur,
Var digare ober ar peoc’h gant Roue Franç.
Ne dalfe qet e nac’h, bea a meus douetanç
E zeus c’hoant da ober trahison ’ o c’hever,
Pa n’en dint qet dija êru ebars er guêr.