Ar Manac’h.
Petra zo a neve, Sir, lavarit-én din :
Me a garfe gouzout, petra ê an difin.
Yon.
Va zad, me zo brêmàn inspiret gant Doue
D’en em renta Manac’h ar rest eus va bue.
Digorit din an nôr, pa zeuàn da c’houlen :
Me vo oboissant d’observi ho reglen.
Ne zeus var ar bed-mâ Roue nac Ampereur
A guement zo exant, sivoas, eus a valeur ;
Eur goall fortun a zo êruet ganén-me ;
Rac-se grit din moyen da recour va bue.
Ar Manac’h.
Antreit er goùent, m’ho ped, Roue Yon ;
Ni zeuy d’ho repui eus a greiz hor c’halon.
————
Pêvarzecvet Dialog.
Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :
Gant impaciantet e c’hortoàn an heur
Mac’h êruo va zud demeus a Vocouleur,
Da renta em pouvoar e vreudeur ha Renod,
Evit bea crouguet pe doret var ar rod.
Roland.
Evit güir, va Eont, me gav e taleont :
Eun dra benac a vanq a zo bet en o c’hont ;
Mar deuont var o c’his hep bugale Emon,
E tleont sur fonta gant ar gonfusion ;
Olier.
Mar dint manqet varne en attacou qenta,
Biqen n’o c’hemerfont, me en assur amâ ;
Rac mar clêo o c’hender Mogis an anchantour
Penos e vo an dro, e redo d’o zicour.
Pêvar Chevalier estranjour a antre.
Ar C’henta Chevalier.
Salud dêc’h, humblamant, Roue nobl, deboner,