Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/269

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259

Hoguen ar c’hontrol ê : ar C’homt Hector ha me
Hon eus represantet alies d’ar Roue
Penos ne dleje qet azea var e dron,
Mar teuje da ober dêc’h nep seurt trahison ;
Hac evit testeni demeus ar virione,
Ni offr dêc’h hon servich e pad hon oll bue.

Mogis.

Evit sur an daou-mâ, me a vel ze ervat,
N’o deus qet trahisset, qementse zo anat.

Renod.

Demp eta assambles da gastel Montoban ;
Ne zònjen qet biqen êruout sur ennàn.

Partial a reont.


————


Trizecvet Dialog.

Ar Roue Yon hac ar Secretour.

Yon.

Cetu ni mizerabl ! Goustard, va Secreter,
Ar pêvar mab Emon a zo êru d’ar guêr,
Dre asistanç Mogis, en deus o delivret :
Mar chomomp d’o gorto e viomp distrujet.
Rac-se e meus sònjet güittât va oll guerent
Ha mont secretamant ebars en eur goùent ;
Pa vin eno manac’h, e meus an esperanç
Ne denno qet Renod eus ac’hanòn venjanç.

Goustard.

Hoc’h avis a zo mad, hoguen me ho suppli,
Ne chomomp qet re bell amàn da ziscouri ;
Rac m’hor surpren Renod nac ive e vreudeur,
E rint hon distruja sur hep dale nemeur.

Yon.

Demp eta dilijant entreze ar goùent.

Goustard.

Me meus calz a vorc’het o vonet dre an hent.

Mont a reont da sqei var dôr ar goùent :
ur manac’h a deu d’o c’haout.