Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/268

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258

Hac an oll buissanç demeus a Vontoban ;
En em dennit ac’hann c’hoas eur vech, p’o pedàn.

Oger o velet Mogis a ya qüit, a lavar :

An diaoul en deus bet revelet da Vogi
Penos e voa ’n affer. Autrone, carzomp-ni.

En em zovetât a ra an enemiet.


————


Daouzecvet Dialog.

Mogis a antre gant e arme, hac a lavar :

Gortoit, traitourien, consortet da Charles ;
Perac discuet din-me talonou ho poutes ?
Ma nê qet massacret e vreudeur ha Renod,
Me vel brêmâ ervat n’en dê qet eus ho fot.

Renod a zaill gant Mogis da boqat deàn.

Ah ! va c’henderv vaillant, c’houi a zo hon recour ;
Maro voamp oll brêmàn penevert ho sicour.

Mogis.

Allas ! va c’hendervi, homàn zo trahison
A zo bet grêt dêc’h-hu gant ar Roue Yon !
Hoguen, me en toùe, m’en difframmo brêmàn,
Mar chom c’hoas d’am c’hortos en castel Montoban.

Alard.

Pansit hor gouliou, me ho ped, va c’hender :
Penevert hor c’hourach e voa poaz hon affer.

Mogis.

Mar gallit êruout ebars en Montoban,
M’ho crêyo en instant qer yac’h ha peb-unan.

Renod.

Lavarit-hu din-me, Gasconet didalvez,
Da betra hor goerzjoc’h d’an Impalaer Charles,
Ha me ho telivret eus a zaouarn Bourgogn,
Ha rentet aneàn prisonnier da Yon ?

Godefroa.

Ra vin dall ha bouzar en heur bresant amâ,
Mar a meus consantet biscoas d’ho trahissa ;