Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257

N’hor c’hemerfont qet c’hoas ha pa en em grougfent.

En em zovetât a reont adare var ar roc’h.


Richard a Normandi.

Biqen n’o c’hemerfomp, petra a dal demp-ni,
Pa na ellomp trêc’hi entre ar roc’h hac hi ?
Rac, evel ma c’hellont monet var ar garec,
Demeus a doliou mein e reont demp redec.

Idelon.

Assiejomp anê demeus a bep coste ;
Confusion hor bo mar mancomp varneze.

Oger.

Reposit hoc’h armou, Autrone, m’ho suppli,
Evit ma parlantin c’hoas gant va c’hendervi.

Salomon.

Roit paciantet gant qementse, Oger :
O c’hemeret eur vech ê a zo da ober.

Oger a denn e gleze.

Me bromet da Zoue nep oute a doucho
Pa vin o comz gante, me en extermino.

An enemiet a bella un nebeut, hac Oger
a gomz ouz e guendervi.


Terrupl, va c’hendervi, e talc’hit ho pennad !
Ma carfec’h n’em renta e rafec’h eun dra vad,
Ha ni rafe moyen, an Tadou ’ Franç ha me,
Da ober hoc’h accord en qichen ar Roue.

Renod.

Penos ha c’houi, Oger, demeus hon alianç,
E fell dêc’h hor güelet staguet ouz eur potanç !
Nan, nan ! grêt ê an tol ; ma varvomp e varfomp :
En em rezolvet omp : biqen n’en em rentfomp.
Mes, va c’hender Oger, va zelaouit d’ho tro :
Tec’hit prim ho qillou, potramant oc’h maro.

Oger.

Renod, n’ho cavàn qet eur Chevalier leal,
Goude dont d’ho qelen, donet d’am c’haqetal !

Renod.

Ne zeus qet a gaqet, Oger, en qementse :
Me vel êru Mogis, ha gantàn eun arme.