Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/271

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261

Ni zo deut ho pete pêvar simpl Chevalier,
Dre ma omp hor pêvar, Sir, dêc’h-u sujedet,
Ha m’oc’h eus goeachall ac’hanomp implijet ;
Nemet sur, va Roue, na gafec’h se isqis,
E fell demp ober dêc’h offr mad eus hor franqis.

Charlamagn.

Chevalierien vaillant, me ho trugareca ;
O clêvet ho comzou me a meus calz a joa.
Ezom e meus a dud, mar am boe ’n neb amzer,
Ia, ma na c’hoare eun dra a meus esper ;
Mes ne c’hoarveo qet, aon a meus em c’halon...
Me vel êru va zud hep bugale Emon.

Oger a antre gant e zoudardet, hac a lavar :

Biscoas n’en em gavis qer confus, va Roue,
Evel ma zòn bremàn dirac ho Majeste.
Disesperi a ràn gant an displijadur,
Pa deuàn da zònjal ebars en avantur
Zo êruet ganemp en plenen Vocouleur,
Pa n'hon eus qemeret Renod hac e vreudeur.

Charlamagn.

Ne allàn qet compren penos daou rejimant
Demeus a dud armet en nombr eus a zaou-c’hant,
N’en dint qet deut a benn da guemeret pêvar
A voa disarmet clos ! Ret e vec’h lach mêvar.

Nêm.

Ne voant qet disarmet, evel dre eur burzud ;
Lazet o deus, ar re vaillanta eus hon tud :
Qerent ar Rouanez, Fouqes ha Ganelon,
A zo lazet, allas ! gant bugale Emon.
Mes int, ne oun penos, a salv o bueou :
Ne gafet qet eur plaç a grenn var o c’horfou
N’en dê oll gouliet eus a doliou cleze,
Qen a rusie ar yêot gant ar goad dioute.

Idelon.

Pa zònjemp bea prest da guemeret anê,