Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/259

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249

Ar pez voa entreomp er gentaou concluet.

Mont a reont var ar roc’h.


Isakar.

Me lavar franchemant amàn, va mignonet,
Eus natur ar gounnar en hon enemiet :
Sellit pelec’h int aont pignet var an huel !
E maint o fêvar pignet var ar roc’hel.

Idelon.

Ne maint qet qen huel ne veint disqennet.
Alòn, saillomp varne : ret ê o chemeret.

Richard.

Mar tostait d’ar roc’h, ni royo dêc’h cuignou
Qer tener ha biliou adreus dre ho qinou.

Stlepel a reont mein gant o enemiet.


Ganelon.

Tehomp buan alenn ha redomp prest duont ;
Rac an diaoul zo sur o sicour ar-reont.
C’houi a goel e tiruill mein bras eus ar roc’hel ?
Mar chomomp amàn qen, omp certen da vervel.

Trouplou ar Roue a recul.


Renod.

Ha c’houi dec’ho eta, tud poeltron ha traitour ?
Rac qent m’or qemerfoc’h ni royo dêc’h labour.

En eur velet an enemiet o vont qüit, e lavar :


P’hon eus-e chasseet pell demeus hon roc’hel,
Demp c’hoas da zestum mein da ober dê brezel.

Disqen a reont da gerc’hat mein.


Ripus.

Ho ! ho ! deut int d’an traòn, ar pêvar mab Emon !
Demp prest d’o assommi, Autrou Comt Ganelon.

Tostât a ra adare an enemiet d’an assot.


Oger.

Arça, va c’hendervi, en em rentit, m’ho ped,
Rac e zoc’h var ar poent da vea qemeret.

Richard.

Oh ! va c’hender Oger, na pebes lachete
Pa ya an eil qender a eneb eguile !