Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250


Oger.

Doue a voar ervat hac ar Verc’hez Vari,
Eus glac’har em c’halon o tont d’ho combatti ;
Ha mac’h alfen assur, hep terri va sermant,
Rêi dêc’h va asistanç, m’er grae suramant ;
Mes allas ! ne allàn a grenn dont d’ho sicour,
Dindan boan da vea tremenet da draitour.
Hoguen pa ne allàn dont d’ho sicour bremâ,
Ne rin qet dêc’h a zroug ive da viana.

Ganelon.

Me bromet dêc’h, Oger, ma espernit anê ;
Ni deuy da accusi ac’hanoc’h d’ar Roue.

Oger.

Ne douchin qet oute, va c’hredit, ravodeur,
Pa ve ret din mervel gante er memes heur.
Ha penevert memes trangressi va zermant,
Me rofe dê sicour, ha ne vêc’h qet contant.

Galeran.

Hep ho sicour, Oger, ni sur o c’hemero ;
Sus eta, Autrone, saillomp varne afo.

Avanç a reont var bugale Emon.


Oger a recul en eur lavarat :

O lezen dinatur ! penos, ha possubl ve
E rafes da eun den derc’hel d’e bromesse !
Balamour d’ar sermant a meus grêt da Charles,
Ne allàn qet sicour va c’hendervi gompes !
O ra vo milliguet an eil Judas Yon,
En deveus trahisset ar pêvar mab Emon !
Vaillanta pêvar den a voe güelet biscoas
A vassacrer hirio. O Doue, pebes gloas
Ê rancout o laza en creiz eus o yec’het,
Ha din dont d’o zicour n’en dê qet permetet !

Renod.

Courach, va breudeur qèz, n’en em separomp qet ;