Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248

Ret ê en em renta pe andur ar maro.
Pa rofec’h din, tud fall, qement a zo er bed
Evit dont d’ho lezel, certen n’er grafen qet.

Renod.

Me vel ervat, Fouqes, oc’h terrupl en coler :
Ni rêyo, ma ellomp, izellât ho pannier.
Disqüelomp, va breudenr, d’hor vil enemiet,
Ha ni a vanq a voad ebars hor goaziet.
Ret ê en em difen pe mervel en poeltron...
Dal va c’hleze, Fouqes, adreus dre da galon.

Laza ra Fouqes.


Ganelon.

Maleur demp, Autrone, cetu Fouqes lazet ;
Saillomp oll varneze evel tud counnaret.
Oger, me gommand dêc’h abeurs ar Roue Franç,
Hep cavet nep egard da zont d’en em avanç.

Oger.

Penos, tud fall ! ha c’houi en danjer ho pue,
Oc’h c’hoas qen iffrontet laza tud ar Roue !
Neus fors peguer foll oc’h, nebon m’ho tifollo :
En em rentit ractal, p’otramant oc’h maro.

Alard.

Ne deut qet d’hor gourdrous, Oger, qen terrubl-se ;
Pa gommançfomp c’hoezi e vo tom dêc’h ive.

Richard a Normandi.

Ha c’houi anzao, Renod, e rejoc’h follente
Massacri Bertelot en pales ar Roue ?

Renod.

Ne ris netra deàn ne rafen qercoulz dit ;
Tol eves da croc’hen pe otramant tec’h qüit.

Galeran.

Avançomp varneze evel leonet cri,
Rac me a vel ervat e rancont reculi.

Guichard.

Poent ê sur, va breudeur, demp laqat en effet