Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247


Richard.

Ni a zento ouzoc’h bete ’n heur divea.

Arme Charlamagn, pehini voa cuzet tro-var-dro,
a zigoach hac a avanç etrezec ar pêvar mab Emon.
Ar gombat a gommanç gant ar furor ar vrassa.


————

Novet Dialog.

Arme ar Roue ha Mibien Emon.

Fouqes.

Ah ! gloutonet infam ! bremàn oc’h-ta tizet
Er fêçon m’hor boa c’hoant pell a zo d’ho cavet.
Êru ê an amzer ar veach-màn, Renod,
Ma vo goerzet dêc’h qer muntrerez Bertelot,
Maro an Duc Grifon hac ini ’r Chomt Hernier,
Oc’h eus laqet, tud fall, entre pêvar gartier.
Oh ! bremàn n’en doc’h mui pignet var guein Boyard,
Rac-se en em rentit buan, pêvar ganfard.
Ma veoc’h garottet da gaç d’an Impaler,
Evit bea crouguet ho pêvar bars embêr :
Ho preur-caer, ho mignon, anfin ar Roue Yon
Ê ho livr da Charles dre eun tol trahison.

Richard.

Penos ? en em renta ! Fouqes de Morillon !
Tromplet oc’h eun nebeut en hoc’h ompinion.
Qent ma vo qemeret ha va breudeur ha me,
E cousto sur da zarn ac’hanoc’h o bue ;
Mes, beit rêsonabl, pa ê ret demp souffr reus :
Deut uguent Chevalier, ar vaillanta oc’h eus,
Da gombatti ouzomp, ha mar o surmontomp,
Hon lezit da vont qüit e lec’h ma tezirfomp,
Ha mar hor goneont ive dre ar gombat,
Ni bardono ’r maro dêze a galon vad.

Fouqes.

Inutil ê ze oll : en dispit d’ho paro,