Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246

Deus pêvar Chevalier bannissett deus o brô,
Hac a glasqer amàn da laqat d’ar maro.
Ma ve ho madelez, va Jesus, va Doue,
Rêi demp-ni c’hoas ar c’hraç da recour hor bue,
Ni rêyo pinijen demeus hon dizurzou,
Ma vimp eur veach dign d’ho meuli en ênvou.

An tri vreur a respont : Amen. Renod a gomz.


P’hon eus recommandet hon ene da Zoue,
Lavaromp-ta adieu an eil da eguile.
Adieu, va breudeur paour, dêc’h-u a lavaràn :
Vit ar vech divea e poqàn dêc’h bremàn...
Doue da rêi demp graç, goude coll hor bue,
D’en em gaout hor pêvar assambles bars en êe.

Richard.

Adieu, va breur Renod.

Renod.

:Adieu, va breur Renod. Adieu, va breur Richard.

Alard.

Adieu, va breur Guichard.

Guichard.

:Adieu, va breur Guichard. Adieu, va breur Alard.

Renod.

P’omp en em breparet ar vech-màn da vervel,
Gortoomp gant courach hon adversour mortel.
N’alfont qet lavarat penos mibien Emon
O devo bet douguet eur c’hroc’hen a boeltron.
Hoguen en em glêvomp qent commanç ar mêle,
Marteze e tisfemp c’hoas recour hor bue.
C’houi a rayo, Richard, bremàn an arier-gard,
Ha c’houi a gombatto er c’hoste deo, Alard ;
Ha me, va breudeur qèr, gant eves bras a rêi
An avan-gard neuze ebars er c’hoste clêi.
Ha pa vimp-ni re scuiz e ranqimp reculi
Da gavet ar roc’h-ont, ha ma pignimp varni,
Ma c’hallimp eun nebeut dont da zisqüiz varnâ.