Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245

Em be-me ho coerzet amàn en güirione ?
Mar a meus bet ar zònj hepqen d’ho trahissa,
Me reqet ma teuyo an douar d’am lonqa.
O va breudeur Doue ! peguen diavis oc’h !
Rac n’em bo qet ive goell na voas eguedoc’h.
Selaouit, Comt d’Anjou, Monbandel hac Anton,
C’houi a voa deputet gant ar Roue Yon
Evit hor c’hundui amàn dre assuranç :
Pa velit trahison, roit demp asistanç.

Anton.

Ni n’hor boa carg nemet d’ho renta er plaç-màn.
N’en em laqafomp qet evit re all en poan.
Divrouillit ho cartou evel ma ententfoc’h ;
Ni a ya en hon tro ; grit evel a garfoc’h.

Falveout a ra dê redec qüit ; mes Renod a guerz var o lerc’h.


Renod.

Oh ! tud abominabl ! tud vil, lach ha poeltron,
C’houi zo ive coupapl ebars en drahison.
Me voar ervat penos e vo ret demp mervel ;
Mes c’houi varvo qentoc’h, traitourien infidel.
Orsus, Richard, Alard, lazomp peb a hini.

Richard.

Nebon ni rêyo-ze hep dont re d’hor pedi.

Laza a reont peb a hini. Richard a guntunu da gozeal.


Assurit, va breudeur, ni hor boa eur zònj sot,
Credi penos e voamp trahisset gant Renod ;
Brêmàn me vel ervat e màn deus hor zicour,
Pa ê en em vênjet demeus an dud traitour.

Renod.

Allas ! va breudeur paour, demp var hon daoulinou,
Evit goulen pardon deus Crouer an ênvou :
Pedomp-én da gavet true deus hon ene ;
Ret vo bremàn mervel, me a vel an dra-ze.

En em strinca reont d’an daoulin, ha Renod a lavar :


O Drindet adorabl ! Doue en tri Ferson !
Sellit eus a drue hac a gompassion