Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/245

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235


Charlamagn.

Grit eta ho tever, m’ho ped, va mignonet :
Ni a ya da bourmen ; rac-se beit secret.

Oger-Danoa.

Demp eta, mignonet, da blenen Vocouleur,
Da c’hout ha ni allo contanti ’n Ampereur.
Mar galler eur veach qemer mibien Emon,
Neuze e vo rentet assur yac’h e galon.
Marchit arauc, Fouqes, pa oc’h eus mui a dud,
Ha ni a yêl varlerc’h ive hep ober brud.

Mont a reont en hent.


Fouqes.

Arça, n’em arrêtomp amàn, va mignonet ;
Êru omp ar vech-màn er plaç hac en andret
El lêc’h ma voa roet an assination
E vije rentet demp ar pêvar mab Emon.
Ma ve c’houi a heuillfe, Oger, va zantimant,
E separfemp bremàn en daou hon rejimant :
Mont unan d’ar penn-ont, eguile d’ar penn-màn,
Hac e chomfemp cuzet el lann vras-mâ bremàn,
Ha varc’hoas, hep nep manq, pa velimp o tonet
Renod hac e vreudeur evelse disarmet,
Ne veomp qet couard d’en em strinca varne,
Mes destumomp anê en creiz hon diou arme,
Ha ni o c’haroto eguis güir forbanet,
Hac e vint evelse d’ar Roue presantet.

Richard a Normandi.

Afei ia, Fouqes, c’houi lavar güir bremàn ;
Rac-se, ît-u duont, ha ni chommo amàn,
Ha neuze-ta varc’hoas ar c’henta o güelo,
A rai d’an trompillou son amàn tro vardro,
Ma saillfomp assambles da guemer anêze :
Ne oun ha ni allo re facil ober ze.

Galeran.

Tavit-ta gant ar vez. Penos, ha c’houi a gred