Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/246

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236

E rezisto pêvar eus daou-c’hant den armet ?

Nêm.

Qent ma vint qemeret, me a bromet dêc’h se,
E vo henq al lann-màn, daouest peguer bras ê.

————


Seizvet Dialog.

Renod hac e dud a antre, hac a lavar :

Me gred bremàn Roland hac e eont Charles
O deus ar veach-màn leiz o c’hroc’hen a véz,
O velet o dragon var tourel Montoban :
Poan galon o deus sur pa velont aneàn.

Ar Secretour.

Ne zeus lec’h da laqat douetanç ebars se ;
C’hoariet hon eus dê eun tol subtilitè.
Hoguen, Autrou Renod, clêvit-ta eun affer :
Yonet hac Emonet a zo êru er guêr,
Ho taou mabic bian a dî o maguerez,
Brava daou grouadur zo o touguen buez.

Renod.

Ho ! ho ! êru ez ê d’ar guêr an daou ganfard ?
Qerc’hit-e, m’o güelfomp, me ho suppli, Alard.

Alard.

Me ya d’o c’herc’hat dêc’h gant calz a blijadur,
Evit o renta dêc’h hep dale, m’en assur.

Digaç a ra anê d’o zad, pehini a zaill gante da boqat dê.


Renod.

Bonjour va bugale Yonet hac Emonet ;
Pêvar bla antier zo n’em boa qet ho qüelet.
Bremàn lavarit din ha c’houi vo eur veach
Evel hoc’h eontet tud demeus a gourach.

Emonet.

Mar plij gant va Doue dre e vouir Brovidanç
Donet da rêi demp-ni ha couraj ha puissanç,