Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/244

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234


Yon.

Demp oll da Vontoban, hoguen beit secret.
Rac arabet e ve e vouife den abet.

————


C’hoec’hvet Dialog.

Charlamagn hac e suit.

Ripus.

Distro òn, va Roue, deus va c’hommission ;
Bet e meus eur respont digant ar Roue Yon.
Cetu amâ ’l lizer en deus bet roet din.

Charlamagn.

Roit-àn din, Ripus, evit ma el lennin.

Goude bea lennet al lizer.


Cetu ni en hon tol bremàn, va mignonet,
Rac ar Roue Yon en deus din promettet
E rento din varc’hoas Renod hac e vreudeur,
Varc’hoas, oll disarmet, en plenen Vocouleur !
Rac-se e ranqo mont bremàn daou rejimant
M’hor bo, beo pe varo, ar pêvar den mechant.
C’houi gunduo unan, Fouqes de Morillon,
Hac e yêlo ganêc’h Ripus ha Ganelon ;
Galeran, Isakar, hac ar Prinç Idelon,
A yêl ive ganêc’h, pa int tud a galon.
Ha c’houi, Oger-Danoa, zo ive den vaillant,
Me a ro dêc’h ar garg eus va eil rejimant,
Hac a yêlo ganêc’h evit ho secondi,
Ha Nêm, ha Salomon, Richard a Normandi ;
Rac-se nep en deus c’hoant da vea va mignon,
A rànco renta din ar pêvar mab Emon.

Oger-Danoa.

Ni a rêi hor possubl ma veont qemeret,
Petra benac ma int tud courajus meurbet.